Ar voualc'h zu, pe moualc'h du (liester : mouilc'hi du), a zo un evn krennik, Turdus merula an anv skiantel anezhañ. Du eo ar par, dezhañ ur beg melen, ha rous ar barez.
War-dro 25 cm eo led ar mouilc'hi du. Disheñvel eo ar pared diouzh ar parezed : du eo ar pared, gant ur pigos melen hag ur gantenn velen en-dro d'o daoulagad ; rous-teñval eo ar parezed hag ar ploged.
Etre miz Meurzh ha miz Gouere e fard ar mouilc'hi un neizh savet gant ar barez gant fank, foenn ha pluñv degaset gant ar par. Dozviñ a ra 4 pe 5 vi.
Ur barez
Un neizh gant daou vi
Ur plog
Frouezh ha hugennoù, hag ivez ed, had, amprevaned, kevnid ha buzhug eo boued ar mouilc'hi.
Brouskoadoù, liorzhoù, strouezh ha girzhier eo annez ar muilc'hi du.
A-hed ar bloaz e vevont en hinoù klouar Europa ar C'hornôg, betek aodoù Sakndinavia, en aodoù ar Maghreb ha tro-dro d'ar Mor Du ; ar pellañ ma kaver al labous er reter eo er takad a zo etre norzh Indi ha kornôg Sina.
En hañv en e gaver ivez e Skandinavia an diabarzh hag e Rusia ; er goañv e tiskenn un tammig pelloc'h er su er Maghreb hag en Iran
Koubladoù zo bet lakaet da vevaén en Aostralia ha Zeland-Nevez[1].
Diouzh an evnoniourien e vez renket ar voualc'h zu er c'herentiad Muscicapidae (gwechall) pe Turdidae (bremañ).
Ar voualc'h zu, pe moualc'h du (liester : mouilc'hi du), a zo un evn krennik, Turdus merula an anv skiantel anezhañ. Du eo ar par, dezhañ ur beg melen, ha rous ar barez.