Frouezh an avalenn-stoub eo an avaloù-stoub, dezho stumm per tev, hag a bep seurt liv ha ment. Frouezh da boazhañ eo an avaloù-stoub. Gounezet e vezont e kornbroioù goudomm. Eus ar spesad Cydonia oblonga eo an holl c'houennoù.
Diwar ar ger aval ha stoub eo bet stummet an anv aval-stoub.
Lod eus an avaloù-stoub a zo ur stumm avaloù ganto, lod all kentoc'h ur stumm per. Pa vez yaouank ar frouezh e vez blevek (kotonek) o gorre. Dont a ra an anv stoub deus ar mare-se.
An anv spesad Cydonia oblonga a zo o tont eus ar ger gresianek μῆλα κυδώνια (Mela Kudonia) a dalv aval Kudonia (Ul lec'h e Kretia e kaver enañ ur c'houenn brudet).
Frouzhenn nevez stummet gant he stoub