dcsimg

Desman musk ( Bretã )

fornecido por wikipedia BR

An desman musk (Desmana moschata) a zo ur bronneg hag a vev e Rusia, Ukraina ha Kazakstan. Er c'herentiad Talpidae emañ, asambles gant ar gozed. Ar spesad nemetañ eo er genad Desmana.

Doareoù pennañ

Tennañ a ra an desman musk d'ar minoc'h-dour daoust dezho bezañ e daou gerentiad disheñvel.

War-dro 20 cm eo e gorf, evel e lost plat hag a ra gantañ evel gant ur stur p'emañ o neuial. 450 g eo e bouez. Palvezek eo e bavioù a-dreñv ha dambalvezek e bavioù a-raok.

Ober a ra gant e voj kizidik evit turiat naoz ar stêrioù diouzh an noz.

A-stroll e vev an desmaned musk, ar pezh a zo ral gant amprevanetaerien.

Padout a ra an dougen etre 40 ha 50 devezh ha dizonet e vez an 3 pe 4 c'holen goude peder sizhun.

Gwarez

Goude bezañ bet chaseet e-pad pell eo gwarezet an desman musk hiziv an deiz. En arvar emañ c'hoazh en abeg da zistruj ha saotradur e diriad.

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

licença
cc-by-sa-3.0
direitos autorais
Wikipedia authors and editors
original
visite a fonte
site do parceiro
wikipedia BR

Desman musk: Brief Summary ( Bretã )

fornecido por wikipedia BR

An desman musk (Desmana moschata) a zo ur bronneg hag a vev e Rusia, Ukraina ha Kazakstan. Er c'herentiad Talpidae emañ, asambles gant ar gozed. Ar spesad nemetañ eo er genad Desmana.

licença
cc-by-sa-3.0
direitos autorais
Wikipedia authors and editors
original
visite a fonte
site do parceiro
wikipedia BR