dcsimg

Smicrornis brevirostris ( Bretã )

fornecido por wikipedia BR

Smicrornis brevirostris[1] a zo ur spesad golvaneged eus kerentiad an Acanthizidae.

Anvet e voe Psilopus brevirostris (kentanv) da gentañ-penn (e 1838) gant ar skiantour saoz John Gould (1804-1881) : ar spesad nemetañ er genad Smicrornis[2] an hini eo.

Doareoù pennañ

 src=
Smicrornis brevirostris, luc'hskeudennet e Tiriad an Norzh (Aostralia).

Bihanañ labous Aostralia an hini eo, 8-9 cm e vent. N'eus diforc'h ebet etre par ha parez.

Boued

Bevañ a ra diwar amprevaned ha larvenned dreist-holl.

Annez hag isspesadoù

Ar spesad a gaver ar pevar isspesad anezhañ[3] :

  • Smicrornis brevirostris brevirostris, e reter Aostralia (Burdekin, eus Queensland da c'hevred Aostralia ar Su),
  • Smicrornis brevirostris flavescens, hanternoz ha kreiz Aostralia,
  • Smicrornis brevirostris occidentalis, eus Geraldton (Aostralia ar C'hornôg) da walarn Victoria ha mervent Sukembre-Nevez,
  • Smicrornis brevirostris ochrogaster, e kornôg-kreiz Aostralia (eus Pilbara da zezerzh Gibson).

Rummatadur

Gwechall e veze renket ar genad/spesad en iskerentiad Acanthizinae eus ar c'herentiad Pardalotidae[4].

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

  1. N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
  2. Gould, 1843.
  3. Smicrornis brevirostris war al lec'hienn Avibase.
  4. Richard Schodde hag Ian J. Mason, The Directory of Australian Birds: Passerines, CSIRO Publishing, miz Here 1999.
licença
cc-by-sa-3.0
direitos autorais
Wikipedia authors and editors
original
visite a fonte
site do parceiro
wikipedia BR

Smicrornis brevirostris: Brief Summary ( Bretã )

fornecido por wikipedia BR

Smicrornis brevirostris a zo ur spesad golvaneged eus kerentiad an Acanthizidae.

Anvet e voe Psilopus brevirostris (kentanv) da gentañ-penn (e 1838) gant ar skiantour saoz John Gould (1804-1881) : ar spesad nemetañ er genad Smicrornis an hini eo.

licença
cc-by-sa-3.0
direitos autorais
Wikipedia authors and editors
original
visite a fonte
site do parceiro
wikipedia BR